Parlamant Bro-Skos

Parlamant Bro-Skos

Parlamant Bro-Skos (Scottish Parliament e saozneg; Pàrlamaid na h-Alba e gouezeleg; Scots Pairlament e skoteg) eo kambr lezenniñ Bro-Skos. Emañ e karter Taigh an Ròid, e kêr Dinedin. Abalamour d’an dra-se e reer Holyrood anezhañ alies dre gomz.

N’eus nemet ur gambr ennañ, gant 129 c’hannad. Dilennet e vezont bep pevar bloaz, e daou zoare: 56 anezho zo dilennet dre ur votadeg kenfeurel en 8 rannvro, ha 73 zo dilennet en un doare eeun e 73 pastell-vro hervez an doare ober boas er Rouantelezh-Unanet ('"first past the post"', da lavaret eo an hini a dap ar muiañ a vouezhioù en dro gentañ a zo dilennet).

Gallout a ra ar gannaded-se sevel lezennoù evit Bro-Skos ha sevel pe kemm tailhoù.

Peder dilennadeg zo bet abaoe m'eo savet Parlamant Skos: e 1999, 2003, 2007 ha 2011. An dilennadeg a zeu a zlefe bezañ e miz Mae 2016.

D'ar 6 a viz Mae 2021 eo trec'h broadelourien ar Strollad Broadel Skosat en dilennadeg evit ar Parlamant.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne